podcasts.eu.org

Soñjoù dishual

by unknown

🇫🇷 Brittany chart

Website ↗ More by author

« Breizh dishual » a sav a-enep d’ar pezh a vez kontet deomp gant ar pennoù bras. Lakaat a ra ar biz war meizadoù a c'hellfe seblantout bezañ anat a-walc’h – met n'int ket : an demokratelezh, ar vroadelouriezh, ar Stad, ar gapitalouriezh, ar ouennelouriezh, ar feulster… A-hed an amzer e sav an abadenn goulennoù. Petra eo an demokratelezh ha penaos e c'hellfemp adijinañ anezhi ? Perak e lak ar vroadelouriezh an dud d’en em gannañ ? Penaos e stourm ar minorelezhioù broadel, er bed a-bezh ? Peseurt darempredoù luziet a vez etre ar vroadelouriezh hag an demokratelezh ? Daoust hag e tigor an ekologouriezh, ar venelouriezh hag ar gumunelouriezh liberter hentoù talvoudus etrezek un demokratelezh wirion ? Bep eil Sadorn da 5e30 goude kreisteiz. (E galleg d’ar sadorn war-lerc’h, er podkast « Pensée indocile ».)

Latest episodes

  1. Perak « Soñjoù dishual » ?

    Abadenn gentañ « Soñjoù dishual ». Perak e sentomp ouzh galloudoù hag a lavar dileuriañ ac'hanomp, pa gemeromp an divizoù en hon flas ? Er gronikenn gentañ-mañ e lakomp diazezoù un…

    17 min
Nothing playing
0:00 / 0:00